Marie-France Gourmelon, l'icône des jeunes plabennecois (1)

Marie-France Gourmelon, Rouanez ar Blabennegiz


« Ganeme e veho lakeat freuz ha reuz er vourg »       




Marie-France Gourmelon


         Marie-France Gourmelon, alias « La Pikez de Kerangueven », a été l’icône de la jeunesse plabennecoise pour toute la génération d’après-guerre. Née en 1936 à Leslevret et morte en 2008 à Coat-an-Abat, elle a consacré sa vie à battre des records à Plabennec, plus fous les uns que les autres.



          Kement Plabennegad a zo war ar voull-douar a anavez ger-stur Marie-France. Met piou a anavez ar vaouez drol-se e gwirionez ? Poent eo reiñ da glevet d’ar bed holl istor an Introun Gourmelon, hi hag he deus great kement a draoù evit he c’humun. Lezanvet « Pikez Kerangeven » e voe gant ar re gozh er barrez. Sapre taolioù-kamm he deus bet great e-pad he buhez ha tremenet a-us d’al lezenn a-wechoù ! Houmañ ne vo ket ankounac’heat, sur !


    Taolioù-kaer Marie-France a goumañsas er bloavezh 1948, pa gemeras perzh e redadeg an trotinet hag e yeas ar maout ganti, erruet a-raok ar baotred ! Ma biskoaz ! Ne oa ket bet great un taol e mod-se c’hoazh gant ur plac’h alato ! Tremen dirak Jean-Pi Abaziou ha Job Apprioual war hent Kersene ! Houmañ ne doa ket aon, 'vat. Koulskoude e oa bet gounezet pemp gwech ar redadeg gant Job dija ! Peadra ‘zo da ziroll da c’hoazhin pa weler penn fuloret Job war ar skeudennoù (cf. skeudenn) ! Azalek ar mare-se e voe sklear evit an holl ne c’hellfe ket den ebet herzel MFG ken.

     Daou vloaz war-lerc’h, setu Mari-France war bajenn gentañ an Telegramm hag ar C’hannadig : pignet e oa betek penn uhelañ mean-hir Prat-Ledan, pezh ne oa ket deuet den ebet a-benn betek-henn. Chom a reas genoù yaouankiz Plabenneg digor war nav eur, me lavar deoc’h! Met n’eo ket echu avanturioù Marie-France, krapat a reas nebeudig war-lerc’h betek tuchenn Leskelen ha war tour chapel Lanorven. Un taol-penn bazh evit an Aotrou persoun !

      En 1948, elle fait sensation en remportant la course annuelle de trottinettes, doublant dans la dernière ligne droite Jean-Pi Abaziou et Job Apprioual à Kerséné. Job, quintuple champion, est définitivement détrôné. Elle met ainsi un terme à l’hégémonie des hommes sur cette course populaire.

      Deux ans plus tard, elle fait à nouveau les gros titres du Kannadig et du Télégramme : elle est la première à réaliser l’ascension du menhir de Prat-Ledan, sous les regards ébahis de ses jeunes congénères. Naturellement agile, elle réitère ses exploits sportifs en escaladant la motte féodale de Leskelen et le clocher de la chapelle de Lanorven.

       Elle fonde alors un groupe d’escalade « ar C'hraperezed yaouank » et se fait connaître jusque dans le Trégor avec son équipe de sportives. En 1960, la mode est lancée et dépasse les frontières de Plabennec. De nombreux jeunes, filles et garçons, commencent à escalader les monuments de la commune. Certains habitants se plaignent et le maire d’alors, Charlig Keravezen décide d’intervenir en demandant l’arrestation de Marie-France Gourmelon et de tous ses « suiveurs ». Marie-France riposte et organise une grande manifestation, suivie par près de 900 jeunes venus de Plabennec et de ses environs. Les effectifs sont pléthoriques et le succès total. La manifestation parvient à attirer la sympathie des habitants à travers des slogans tels que : « Tous avec Gourmelon » ou « Liberté pour les Kraperezed ».

       Après cette victoire, Marie-France prend sa retraite des Kraperezed et laisse la nouvelle génération reprendre le flambeau. Pour conclure sa carrière plabennecoise hors-pair, elle est élue Miss Plabennec en 1961, devenant ainsi une idole pour toute la ville. Elle termine sa vie professionnelle dans son commerce « la Léonarde », qu’elle gère avec son mari Jean Kerdraon.

       Cinq ans avant sa mort, le 12 février 2003, Marie-France avait reçu la médaille de mérite de la ville pour « Contribution au rayonnement international de la commune de Plabennec » des mains de Louis Coz.

       La municipalité actuelle, désireuse d’encourager l’audace et la jeunesse, a décidé d’ériger un monument à la mémoire de Marie-France.










_______________________________________
(1) : Biographie tirée de : Personnages historiques de Plabennec et Kersaint-Plabennec, Josette Saliou, Prat-Ledan Éditions, février 2010.




job


      Buan a-walac’h e teuas ur bern tud da sellet ouzh troioù-kaer Marie-France ha maread a verc’hed yaouank ‘grogas da heuliañ memes. D’ar poent-se ne oa ket kement a blijadur eget bremañ, kea. O welet pegen bammet edo ar c’hrennardezed gant he barregezhioù ha pegen entanet da vont d’he heul e krouas Marie-France strollad ar « C’hraperezed Yaouank » er bloavezh 1960 ha klevet e voe ano outi betek Bro Dreger.



     Met tud jentil ar gumun ne felle ket dezho gwelet o merc’hed o vont da galoupat a gleiz hag a zeou pan deiz pan noz ha setu ma teuas tud ar barrez da glemm betek ti an Aotrou Mear (a yoa Charlig Keravezen d’ar poent-se). Hemañ  a glaskas sioulaat ar jeu o c’houlenn digant an archerien arestiñ ar paourkez Marie-France hag he diskibien. Siwazh evitañ ne voe ket trawalac’h evit digalonekaat Marie-France ! Aozet e voe ganti hag he c’hamaraded eur pezh-mell vanifestadeg 'lec’h ma teuas ouzhpenn 900 den dec’ha Blabenneg ha tro war-dro. Ganto e vo youc’het « Frankiz evit ar C'hraperezed ! » petramant « Keravezen, ni neho da groc’hen ! » Dic’hastet e voe strollad an Ti-Kear penn-kil-ha-troad.

    Trec’h e voe neuze strollad Marie-France a-enep da du diou Plabenneg. War-lerc’h an taol-kaer-se e tivizas Marie-France leusker he flas d’ar re youank ha mont war hentoù nevez. Da echuiñ voe dilennet Marie-France « Rouanez Plabenneg » e 1961, un dilennadeg a reas kalz berzh e Plabenneg, heuliet gant mall war ar blasenn. Da c’houde e voe siouloc’h buhez Marie-France, prenañ a reas stal « La léonarte » gant he gwaz Jean Kerdraoñ hag e reas war e dro ‘pad bloavezhioù.

       Pemp bloaz araok mont da anaon, d’an 12 a viz C’hwevrer 2003, he doa MFG resevet priz ar merit digant an Ti-kear evit « skoazell ar Gumun da skediñ dreist d’he harzoù ».